Ma, sellet 'meus ouzh ar filmig dec'h da noz.
Rebechoù am eus c'hoant da sevel
Da gentañ : padelezh an istitloù...
Diaes diaes eo klask heuliañ an istor daoust d'an istitloù moarvat. Kerkent war ar skramm, kerkent nijet kuit evit lod anezho.
Kaer 'moa klask lenn buanoc'h c'hoazh ne oa ket moaian lenn anezho ! Ha displijus mik eo pa glasker heuliañ an istor, rak pal an istitloù a zo lenn anezho, neketa ?
Goûd a ouzon eo start, a-wezhoù gellet istitlañ en ur heuliañ an diviz, met evit pezh eus a sell ouzh ar skull, amzer a-walc'h a oa evit lod anezho hep mont war kaoz an dud.
Ha ma vefe an abeg moarvat, gwelloc'h eo eeunaat an istitloù eget heuliañ rik pezh a lavar an tudennoù. Diaes eo a-wezhoù, en gouzout a ouzon, met n'haller ket ober mod all evit istitlañ.
Da eil, nag a fazioù tudoù ! Da ziwall memestra
Bez c'hellan sikour ac'hanoc'h mar kirit. N'on ket ur mailh war ar brezhoneg skrivet... met kap on difaziañ fazioù groñs moarvat
Kendalc'hit tudoù.. Kavout a ran pouezhus ho labour !