Forum Breiz-Atao Fansub
Vous souhaitez réagir à ce message ? Créez un compte en quelques clics ou connectez-vous pour continuer.


forum breiz-atao fansub
 
AccueilRechercherDernières imagesS'enregistrerConnexion
Le Deal du moment :
Jeux, jouets et Lego : le deuxième à ...
Voir le deal

 

 An istitlañ penaos en ober?!

Aller en bas 
AuteurMessage
Mishima
Admin
Mishima


Masculin Nombre de messages : 141
Lerc'h ma vevoc'h : Breizh
Date d'inscription : 04/06/2007

An istitlañ penaos en ober?! Empty
MessageSujet: An istitlañ penaos en ober?!   An istitlañ penaos en ober?! Icon_minitimeDim 30 Mar - 15:53

Da gentañ holl evit istitlañ vel ma vez graet gant ar skipailh Breiz Atao Fansub, ret eo kaout un nebeut dafar a vez aes da gavout hag a vez digoust ouzhpenn-se.

-Vel meziant da bellgargañ an danvez Raw pe filmouigoù e vezo implijet Bitspirit
-Vel meziant d'an istilañ (d'an istitlañ nemetken) e implijomp Medusa.
-Vel meziant d'an enkodañ e implijomp Virtual Dub
-Un doser bihan evit gellout istitlañ hag enkodañ digudenn Virtual Dub Mod

Evit kregiñ gant an istitlañ ur wech staliet ar meziantoù, ret e vo deoc'h kaout ar filmig o peus c'hoant da istitlañ. Graet e vez Raw d'eus ar filmig rak ne vo kavet warnañ istitladur ebet, diwalit mat da gaout unan gant ur son 128KBPS pe ouzhpenn rak kollet e vez d'eus ar son orin dre ma vez adlabouret ar filmig. O kaout ur filmig gant ur son fall adal ar penn-kentañ, e vezo kavet unan gant ur son fall-put a-benn ar fin... Evit kavout tammoù heuliennoù Japanaat anezho e aliomp ac'hanoc'h da vont war L33 raws. N'eus ket ezhomm d'emskrivañ warnañ. Evit pellkargañ an danvez Raw e vezo implijet ar meziant Bitspirit, gellout a ra padout pell araok kaout ar filmig hervez ar ment a ya d'ober anezhañ hag an niver a dud o eskemm an dafar. Aliañ a reomp ac'hanoc'h da bellgargañ d'eus ar re neveshañ evit chom hep koll amzer war ar fed da gaout ar re raws ( Etre 13 ha 26 tamm dre heulienn, betek 400 mo dre tamm evit ar re brashañ...).

A] Da gentañ holl: Kaout ur Wav ( Wave form audio format, o vezañ un doare enkodañ aes da lenn gant an holl meziantoù)

-Digorit ar filmig 'raw) gant virtualdub. Choazit Audio -> Full processing mode.
Choazit Kemmañ pe "conversion" ha lakait war mono kement-mañ war an Audio evel just. Grit ok.
Ur wech echu gant kement-mañ ret eo enrolañ, kit war enrolañ ar Wav "Fichier" ha goude save Wav...
Kemer a raio etre 30 ha 40 segondenn evit un tamm a 24 munutenn, ar Wav a vezo kavet lec'h m'o peus enrolet anezhañ.

Setu bremañ ganeoc'h ar Wav ha setu echu vit ar mare gant ar meziant Virtualdub, prest oc'h da gregiñ gant an istitlañ pe ar fansub.

B] Da eil : istitlañ gant Medusa

Digorit Medusa, ur wech graet, grit "timing" ha choazit "Timing from wav file". Grit "open" ha kargit ar Wav hag a zo bet enkodet gant Virtualdub.

Un tres doare ur wagenn ( pe meur a re diouzh renk 'vit gwir) a vezo neuze tu gwelet war ur skramm d'eus ar meziant, setu karget ganeoc'h ar Wav pe ar son a vez tu klevout war ar filmig a fell deoc'h istitlañ.
Tu 'zo deoc'h kemm anezhañ 'vit brashaat pe bihanaat anezhañ hervez o c'hoant (hag o re daoulagad...). Ur zoom aes da implij a vez tu kavout.
Adal bremañ ez eo krog mare an istitlañ.
Evit gellout mont gant ar son lec'h ma blij deoc'h, implijit ar re bountoun: "Play", "stop", "forward", "rewind",...Gwell e vezo deoc'h implij ar bountoun "Play Selected", hag a vez unan na lenn nemetken ar tamm Wav choazet ganeoc'h, resisoc'h ez eo.
Penaos neuze choaz an tamm Wav a blijfe deomp lenn hag an tamm-se nemetken? Aes eo, gant klikañ gant bountoun kleiz o logodenn e vez choazet ganeoc'h pann kentañ an tamm a fell deoc'h lenn, gant an hini dehou ar fin. Gant ar boaz e vezo aes kenañ deoc'h da lammañ a damm da damm.
Setu choazet ganeoc'h an tamm a fell deoc'h istitlañ.
Biken ne vezo choazet rik penn kentañ ar frazenn da istitlañ, rak biken ne vezo lakaet an istitladur araok ma vefe kroget gant an dudenn da gomz. Evel just ne vezo ket memes mod 'vit pa vez echu gant an dudenn da gomz, rak amañ e vezo choazet ar resishañ posubl.
Ur wech echu ez eo bet choazet o tamm da istilañ, deoc'h da lakaat ar frazenn a zere. Klaskit bepred da vezañ an tostañ d'eus pezh a lar an dudenn met, hep disoñjal ez eo ret choaz ur re geriooueg komprenus gant ar brashañ niver. Ur gudenn all a vez hirder o frazenn, na zisoñjit ket ez eo da lenn, neuze ez eo ret a-wechoù d'ober un troc'h evit bihanaat ar frazenn 'vit ma chomfe lennapl d'an neb a sell d'eus o labour. A-wechoù evit an notennoù displegañ lakaet ouzhpenn d'ar goaz gant an dudennoù e vezo alas ret d'an neb a sell da lakaat ur poz war e skramm evit gellet lenn. Amañ ez eo d'an hini a sell da gompren ez eo evitañ ez eo bet ouzhpennet an notennoù, an hini a vez bet o istitlañ n'en d'eus ket ezhomm diouto.
Sur ez oc'h d'eus an taol, o frazenn a vez rik gant an amzer. Pouezit war "Grab Times", pe pouezit war bountoun "Enter" o touchennaoueg. Grit "Play Selected", evit bezañ sur n'o peus graet fazi ebet gant istitladur o frazenn.
Darn an amzer ez eo ret deoc'h selaou meur a wech an tamm Wav evit bezañ sur ez eo rik, evit en ober vel laret a-us e vezo implijet ar vountoun "Play Selected". An diaeshañ a vezo da vezañ rik war fin ar frazenn, amañ e vezo implijet ar vountoun >] evit selaou un hanter segondenn araok fin an tamm o peus choazet da istitlañ war ar Wav. Ret e vo deoc'h en ober meur a wech evit pep linenn istitlet ganeoc'h a-benn kaout ul labour propik.


Evit klozañ:

Medusa hervezomp a vez ar meziant aeshañ da implij, hag ouzhpenn-se an hini resishañ a fed an istitlañ. Betek hen n'hon eus bet kudenn ebet gant ma z'eo bet implijet ganeomp, biken ne z'eo paouezet a greiz holl pa oamp o labourat gantañ. Al labour istitlañ na vez ket aes, ret vo labourat kalzig araok dont a-benn da implij en un doare aes Medusa, pe ur meziant all doare Substation Alpha...
Ur wech echu al labour e weler e talvez ar boan da implij seurt binviji, rak forzh piv a c'hell istitlañ memes ma ne z'eo ket mailh anezhañ a-fed kompoder.
Revenir en haut Aller en bas
 
An istitlañ penaos en ober?!
Revenir en haut 
Page 1 sur 1

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Forum Breiz-Atao Fansub :: c'hoant reiñ SIKOUR-
Sauter vers:  
Ne ratez plus aucun deal !
Abonnez-vous pour recevoir par notification une sélection des meilleurs deals chaque jour.
IgnorerAutoriser