Levr Mishima, An heol hag an dir a zo digomprenus evidon me...Kaoz a vez d'eus a bep seurt mennozhioù pe fromoù gant ar skrivagner, met ne vez ket anat pal an displegadenn.
Plijet on memestra gant an danvez degaset gant Mishima, dreist holl an danevelloù. Sujedoù simpl, fromoù arouezius hag un doare skrivañ mestroniet betek penn.
Ouzhpenn da-se, ar skrivagner hag e vuhez na c'hellont bezañ komprenet nemet dre kompren ar sell degaset gant ar skridoù.