Demat deoc'h tudoù !
Daoust d' am lesanv, n' on ket Japanad... ha n' on ket ganet e 1970 kennebeut ! (D' am meno e vo aes evidoc'h gouzout perak em eus dibabet an deiziad-mañ)
N' on ket gwall dedennet gant bandennoù treset Bro-Japan (n' em eus lennet nemet Zipang abalamour d' an danvez), met plijout a ra din kalz sevenadur ha spered ar vro-se abaoe pell. Lennet em eus levrioù diwar-benn istor Bro-Japan. Plijout a ra din ar sinema japanat ivez.
E gwirionez on dedennet gant ur spered japanat hengounel ha n' on ket sur e vefen laouen o welout Bro-Japan a-vremañ e gwir.
Deskiñ a ran brezhoneg... na vezit ket re c'hardis, mar plij ! (plijout a rafe din bezañ difaziet memestra)
(un tamm bruderezh a-raok echuiñ evit ar re a zo o chom e Brest : gwelet em eus eo gwerzhet bannieloù ar morlu impalaer Bro-Japan a-dal d' an Tara Inn (nemet 9 euro)
)