| [Breiz Atao Fansub] | |
|
|
Auteur | Message |
---|
Mishima Admin
Nombre de messages : 141 Lerc'h ma vevoc'h : Breizh Date d'inscription : 04/06/2007
| Sujet: [Breiz Atao Fansub] Lun 4 Juin - 17:18 | |
| Klask a vez war tud dedennet gant sikour ac'hanomp! Un dra aes, n'em enskrivit d'al lizher war al lec'hienn 'velse e vo aesoc'h da welet anezhañ war google. Mod all, ma vez an tu deoc'h da sevel ur pennad (pe meur evel just) degemeret vint a galon vat. Ma ne vez ket ganeoc'h ul live uhel en Brezhoneg a rit ket biloù, adtapet e vint prop. | |
|
| |
Fulup Kadig Tourist
Nombre de messages : 1 Age : 68 Date d'inscription : 01/07/2007
| Sujet: Re: [Breiz Atao Fansub] Dim 1 Juil - 18:45 | |
| Me vo kontant da zifaziañ an istitloù ha da gemer perzh el labour treiñ ivez (bet on bet o chom 5 bloaz en Iwerzhon ha n'eo ket re lous ma zammig saozneg)
Fulup Kadig | |
|
| |
Thrawn Admin
Nombre de messages : 329 Age : 33 Date d'inscription : 05/05/2006
| Sujet: Re: [Breiz Atao Fansub] Dim 1 Juil - 18:47 | |
| trug, met alas treiñ a reomp eus ar galleg pe (ral tre eo) d'eus ar saozneg en un taol ... Padall mankout a ra deomp tud evit sellet ouzh ar reizhskrivañ. Sellet an tamm ha notenniñ ar fazioù dindan stumm un destenn word ha goude-se e kas deomp a-benn difaziañ hag enkodañ a-nevez met difazi ar wech-mañ!! dresit eo kaout tud dedennet ! trugarez bras! | |
|
| |
Stefan Tourist
Nombre de messages : 4 Age : 49 Date d'inscription : 03/06/2008
| Sujet: Re: [Breiz Atao Fansub] Mar 3 Juin - 23:10 | |
| Laouen a-walc'h e vefen-me ivez da reiñ "lagad" evit adlenn ha difaziañ. Mard oc'h dedennet lârit din! | |
|
| |
Mishima Admin
Nombre de messages : 141 Lerc'h ma vevoc'h : Breizh Date d'inscription : 04/06/2007
| Sujet: Re: [Breiz Atao Fansub] Mer 4 Juin - 15:32 | |
| Mad ez eo deomp, forzh pese doare harp a vez talvoudus deomp. Bennozh 'vit n'em kinnig prest da sikour. | |
|
| |
Thrawn Admin
Nombre de messages : 329 Age : 33 Date d'inscription : 05/05/2006
| Sujet: Re: [Breiz Atao Fansub] Mer 4 Juin - 22:30 | |
| Demat deoc'h Stefan!
Degemer mat dit amañ! ♫
Ma z'eus tu dit sikour ac'hanomp evit ar reizhskrivañ kudenn ebet! | |
|
| |
Stefan Tourist
Nombre de messages : 4 Age : 49 Date d'inscription : 03/06/2008
| Sujet: Re: [Breiz Atao Fansub] Ven 6 Juin - 21:47 | |
| Me 'gav dit e c'hallit gwelet ma fostel em aelad (profil). N'ho peus nemet kas ar fichennaouegoù din da adlenn. Ober a rin laouen war-dro. Ha mar fell deoc'h e taolfen ur sell war an troidigezhioù na zisoñjit ket kas an destenn c'hallek din war an dro.
Ur blijadur eo gwelet tud eveldoc'h o plediñ gant ar pezh a blij dezhe ha neket gortoz ma vo graet gant tud all!!! Bec'h de'i tudoù! | |
|
| |
Thrawn Admin
Nombre de messages : 329 Age : 33 Date d'inscription : 05/05/2006
| Sujet: Re: [Breiz Atao Fansub] Ven 6 Juin - 22:27 | |
| trugarez deoc'h! Tremen a ran ma vacho (BAC) ar miz mañ, e fin ar miz e vo labour war ar billig ul live vat a zo ganeoc'h e Brezhoneg? ha hend all trugarez bras evit ho sikour | |
|
| |
Stefan Tourist
Nombre de messages : 4 Age : 49 Date d'inscription : 03/06/2008
| Sujet: Re: [Breiz Atao Fansub] Ven 6 Juin - 22:37 | |
| - Thrawn a écrit:
- trugarez deoc'h!
Tremen a ran ma vacho (BAC) ar miz mañ, e fin ar miz e vo labour war ar billig
ul live vat a zo ganeoc'h e Brezhoneg?
ha hend all trugarez bras evit ho sikour Eee, ya a soñj din ez eus ul live mat ganin e brezhoneg. Skrivet 'm eus kalzik a bennadoù hag a zanevelloù embannet el Lanv, el Liamm, graet em eus studioù war ar brezhoneg er skol-veur... Savet em eus ul levr zokenoc'h: Ar Voul Strink. Troidigezhioù a ran alies. Na rit ket biloù! Emaon o sevel ur pennad evit al Lanv diwar-benn ho labour. Evel-just e vo ur rebechig war ar reizhskrivadur hag ar yezhadur en ho troidigezhioù, met, evel ma lâren ez eo plijus gwelet tud yaouank a grog e-barzh! Ha mar plij deoc'h bed ar faltazi e c'hallit mont da welet lec'hienn ar gevredigezh ez on ar prezidant anezhi: http://gripi.free.fr | |
|
| |
Thrawn Admin
Nombre de messages : 329 Age : 33 Date d'inscription : 05/05/2006
| Sujet: Re: [Breiz Atao Fansub] Ven 6 Juin - 22:44 | |
| ha ok ^^ bez on bet skolejiad e kerzh Diwan, met n'on james bet ur sklajiad ampart war Brezhoneg trugarez evit ar pennad ^^ Met kavout a reomp gwellorc'h bezañ vindrailhet get an dud kentoc'h eget bezañ disoñjet | |
|
| |
Stefan Tourist
Nombre de messages : 4 Age : 49 Date d'inscription : 03/06/2008
| Sujet: Re: [Breiz Atao Fansub] Jeu 28 Mai - 22:25 | |
| Div pe deir c'hemennadenn am eus bet diganeoc'h evit pennadoù nevez, ne'm eus gwelet tamm keloù ebet eus al labour am boa graet evidoc'h. Kollet eo bet ?
Ken ar c'hentañ, Stefan | |
|
| |
Mishima Admin
Nombre de messages : 141 Lerc'h ma vevoc'h : Breizh Date d'inscription : 04/06/2007
| Sujet: Re: [Breiz Atao Fansub] Jeu 28 Mai - 23:54 | |
| Salud! Penaos 'mañ kont? Ma c'helles reiñ sikour, kudenn ebet a dra-sur! Peseurt sikour a fellfe dit reiñ? Pennadoù nevez 'vel ma larez? Ken ar c'hentañ. Breiz Atao! | |
|
| |
Contenu sponsorisé
| Sujet: Re: [Breiz Atao Fansub] | |
| |
|
| |
| [Breiz Atao Fansub] | |
|